Preder

Geriadur ar vezekniezh

lentigine, lentigo, mélanome bénin, névus pigmentaire béninlentigo (ls : lentigines)lentigin g. lentigo g., melanom g. kuñv, nevuz g. livegat kuñv

Brizhenn vihan gell, ront, plaen pe a-vec'h balirek, amparet gant tolpadur ar melanokit er genvevenn derm-epiderm, hep neridigezh antrevnek ar c'helligoù (e kemm ouzh an nevuz yud), oc'h anadiñ adal ar vugeliezh war an dremm hag an daouarn, anatoc'h en hañv ha gant an dud rous.

NOTENN : Mesk a noter en anvadoù gallek ar brizhennoù kroc'hen, aozerion oc'h ober an un anadenn eus Gl.  lentigo, lentigine, grain de beauté, tache de rousseur, mélanome bénin, névus pigmentaire bénin, aozerion all o terc'hel an daou anvad-mañ diwezhañ ha lezel ar re all e piaou ar yezh voutin — en ur virout koulskoude an termen tache de rousseur evel kenster da éphélide. Da notañ ivez heñvel baoted e brezhonek : brenn Yuzaz, dluzhach, lentilig, letin, plustrenn, brizhadur, brec'had (mesk etre brec'h ha BrE  ‘brih', ‘bréh').

Kent War-lerc'h