Preder

Geriadur ar vezekniezh

légionnaires : maladie des ∼, légionelloselegionaires' diseasekleñved al legionerion, legionelloz g.

Pore a voe stadet an darreuziad kentañ anezhañ er Stadoù Unanet e 1976 etouez ezvrezeliaded an American Legion bodet evit o c'hendalc'h en ul leti eus Philadelphia ; goude ur gounervezh a 2 da 10 devezh, e teraou trumm ar c'hleñved dre ur stad gripel gant skeventfo hag ez emastenn herrek e rezh erzerc'hadoù nervel (klopennadoù, arluz), lounezhel ha koazhadel (darc'hoal koleravanek) ; marvus eo e 16 % eus an degouezhioù (e Philadelphia, diwar 4 500 perzhiad e voe 180 klañvour hag 29 marv) ; ar gwezher anezhañ zo ur vazhell Gram– dianav betek neuze, a voe badezet Legionella pneumophila, bezant er sanellegoù dour tomm hag en trevnadoù hinaozañ ; dre an analañ e c'hoarvez an tredizhañ ; abaoe ez eus bet hennadet spesadoù all Legionella (L. micdanei, h.a.), nemet e chom L. pneumophila kiriek da vuaniver an degouezhioù.

Kent War-lerc'h