Ensinklañ liñvenn er youlc'h dre ur c'horzan sanket er fraezh, meur a amkan dezhañ : terriñ war ar goustivadur, karzhañ an oulenndoñvoù, naetaat ar youlc'h en amboaz un imbourc'h, ebarzhiñ un demeraer e sell da skinluniñ ar c'holon (enema baritek, Gl. lavement baryté).
NOTENN : Lakaet er-maez ar c'herienn Gl. lavement baryté, e tenn Gl. lavage d'intestin da gemer lec'h an termen Gl. lavement el lizheradur mezegel ; istorel eo aet Gl. clystère hag e gendezneuziad Br. krizal (diwar hGr. klust'hr), oc'h aroueziñ ken ar strinkell arveret da ziounit an engwelc'h pervez, ken an engwelc'h e unan ; krediñ a ran kinnig Br. enema (diwar hGr. >'enema) arveret hiziv e meur a yezh (saozneg, spagneg, h.a.) evit aroueziñ an engwelc'h pervez.