Gwreskanv diwar Sz. Light Amplification by Stimulated Emission of Radia-tion, ec'hoder luc'h kevanlen, eleze luc'hfroumoù diaser, untalm hag arunkoulz, loet er skalfad hewel pe en danruz, a c'haller bodellañ en un hordenn strizh stiet war ur poent resis : gant ar gremm dezouget e vez neuze dilaosket ur wrez uhel a zanvezer, diouzh an ezhomm, evit kaoulediñ, skejañ pe aezhelaat ; al l. zo dezhañ un arver yac'hadel e meur a ziskiblezh (lagadouriezh, garloc'hennouriezh, koazhadouriezh, benevouriezh, kroc'hen-ouriezh, gwazhiedouriezh).