Daou vod garloc'hennwereañ a embreger : 1 ar g. ameeun, dre araez un ardivink a zo ouzh e ober ur melezour bihan marc'het ouzh ur c'harenn hir (laringoskop). 2 Ar g. eeun, embreget e-kerz an dieraeziñ hollek a-raok an enpibañ briantel diwar-bouez ul luc'honi sanket er forzhioù analañ e penn un troad, o kevaraezañ sellout war eeun diabarzh ar c'harloc'henn.