Organ hirgelc'hiek loet e parzh traoñ kavenn ar genoù, o c'hoarvezout, en adreñv, eus ur wrizienn fest stag ouzh an ankoue, an askorn uheñvel hag ar c'haved hag, en araok, eus ul lodenn heloc'h, ar c'horf ; e dalbenn krec'h pe kein zo warnañ begennoù an tañva stalet e stumm ur V digor war raok ; dindan e dalbenn traoñ emañ ar poell ; kengej emañ e ribloù kostezel en e veg ; oc'h ober an dolzenn anezhañ ez eus 17 kigenn nervaouet gant an IXt, an Xt hag an XIIt re nervennoù a-glopenn ; organ an tañva, e kemer perzh el lonkañ hag er mouezhparañ.