Azoniad naouus dre ur seizi gwak o teraouiñ en izili traoñ, oc'h aloubiñ prim ar c'hef, an izili krec'h hag ar gouzoug, marvus dindan un nebeut devezhioù dre strafuilhoù analadel ha kalonel ; en ervez da zarvezout e kerz nep anaez o tizhout an neuron trobarzhel : louetvelfo araok lemm, liesnervennfo, poreoù diseurt, h.a. ; hiziv e reer eus seizi Landry ur furm lemm eus liesgwriziennfo Guillain-Barré, hep tizhad ar mel.