Skorted lounezh azonet gant alkaloz ha gwadusvec'h kalkiom hag urea o tarvezout gant klañvourion prederiet ouzh un angreizh a 'n daouzegenn dre euvradoù bras halioù alkaliek, halioù kalkiom pe laezh ; al liesañ eo ar furm henek naouus dre goc'hionadoù razek en holl wiadoù : kroc'hen, kenvelloù, kornsae, talmerennoù, skevent, kalon, lounezhi pergen (sl. Burnett : syn-drome de ∼ ) ; furmoù lemm a zeskriver, naouus dre c'hweladoù, eldroazh, asikted, morgud, dourisvec'h ha troazhusvec'h kalkiom, o pareañ prim hep arlenad, ha furmoù goulemm pe azoniad Cope, ma vez tizhet alies an daoulagad, o lezel war o lerc'h ur gwadusvec'h kaliom oc'h argizañ gorrek hag ur skorted lounezh diwezhel a-wechoù.