Dic'halluster da gennevidañ al laktoz euvret, pe a) diwar un diouer laktaz ganedigel, pe b) diwar an anvorc'h anezhañ e dianlen un anaez pervez (kreuzpervezfo lemm, kleñved torel, arvevadegezh, dazbidañ surjianel un tammad eus ar vouzellenn voan), pe c) gant un oadour bonan, da heul ur reñver euvriñ laezh ; naouus eo dre an treutadur, an darc'hoal hag an troazhlaktozegezh (sl. alactasie, lactosurie, maladie coeliaque).