Anvad rumm ar c'hleñvedoù naouus dre vezañs kistoù e-barzh an organoù : 1) k. k. pe lieskistel an avu(Gl. m. k. du foie, Sz. polykystic liver), anaez lieskistel, anarvevadel, dibaot ; 2) k. k. ar c'haved (Gl. m. k. de la mâchoire, Sz. epithelial odontoma), epiteliom liesannonek, o tedreiñ gorrek ha hep hollekaat ; 3) k. k. ar vronn, kleñved Reclus (Gl. m. k. de la mamelle, mala-die de Reclus, Sz. cystic disease of the breast), lieskistegezh an divvronn, sellet gant an darn vuiañ eus an aozerion evel ur furm a vronnfo henek ; 4) k. k. ar vezonenn lounezh (Gl. m. k. de la médullaire, Sz. medullary cystic disease of the kidney), kleñved hêrezhel, o teraouiñ manguñv gant an den yaouank, naouus dre an amwad, ar goursec'hed hag an ustroazh, isdevec'hiusted al lounezh ha, gant ar bugel, an dilerc'hiñ savder-pouez ; ent neuziadurel, e stader un isteñv a 'l lounezh, kistoù niverus hag anafoù en tuellennoù ; dedreiñ a ra d'ar marv a-benn un nebeut bloavezhioù ; 5) k. k. pe lieskistel al lounezhi (Gl. m. k. des reins, polykystose rénale, Sz. polycystic kidney), anaez hêrezhel aotozomek trec'hek, oc'h anadiñ er gaezouregezh, naouus dre lounezhi aloubet gant ar c'histoù, mentek, bolbosek, teutadus aes ha laurus, troazhwadegezh, resmiadoù poreadur hag, anez treuzplantañ, dedro marvus a-raok pemont vloaz ; 6) k. k. ar glidenn (Gl. m. k. du testicule, Sz. fibro-cystic disease of the testicle), epiteliom mukoidel, keveleb da gist ar vierez.