(Termen danek, anvad ur wastell dezhi furm ur gurunenn) Domani amparet gant ur c'hemalad amindrenkennoù stalet e rezh un dol, luniad a stader er plasminogen hag el lipoprotein A.
NOTENN : Er Vevoniezh volekulel e reer domani (Gl. domaine, Sz. domain, Al. Domäne) pe domani proteek (Gl. domaine protéique, Sz. protein domain, Al. Protein domäne) eus un elfenn parzhiat en ur protein [pe ur protein kemplezh (immunoglobulin da skouer), pe un isunvez proteek (digorvell polipeptidek, kemalad trenkenn nukleek)] o piaouañ ul luniad pe un arc'hwel dibarek. Da amparañ an darn vuiañ eus ar proteinoù ez a lies domani.