Preder

Geriadur ar vezekniezh

Krebs : cycle de ∼, cycle tricarboxylique, cycle de l'acide citriqueKrebs cyclekor g. Krebs, kor trikarboksilek, kor an drenkenn gitrek

Steudad dazgweredoù enzimatek e diabarzh ar mitokondri, o c'henel gremm dre ec'haozañ ar glukid ; diwar goerezh anaerat ar glukoz e tisoc'h an drenkenn laktek a ya da drenkenn biruvek ha, da heul, da aketilkoenzim A, elfenn a vez oksidet en he fezh e-pad ar c'hor : kendouesaat a ra da gentañ gant an oksalaketat da barañ ur c'hitrat ha, da heul ur widennad hir a zazgweredoù oksidañ, dazgenel an oksalaketat hag e se skoulmañ ar c'hor ; ereet eo hemañ, a du 'rall, gant argerzhioù kennevidel ma kemer perzh protid (amindrenkennoù) ha lipid ; hervez an tennadoù anezhañ e vez dilaosket CO₂, ion H + ha trenkenn adenozin-trifosfat (ATP), pennañ mammenn ar gremm er bevedeg.

Kent War-lerc'h