Araezad studi ar gwask talmerel dre andalañ an trouzoù merzhet dre ur stetoskop harpet e gennenn ouzh talmerenn ar vrec'h en ardraoñ da vrec'hgenn un talmerwaskventer ; adalek ar par uhelañ [ tav krec'h pa vez uheloc'h ar gwask er vrec'hgenn (GB) eget ar gwask sistolel (GTs)], betek ar par izelañ [ tav traoñ pa ziskenn ar GB dindan ar gwask diastolel (GTd)], e tiforc'her pevar c'houlz : a) tonioù sec'h a read etre (gwask uc'hek), b) tonioù fuc'hus ha damvouget, c) tonioù sec'h ha kreñv ouzh kreñv, d) tonioù gwan ha goloet pa nesa ar GB d'ar GTd.