Seurtad dibaot amiloidoz, naouus dre anafoù flugez niverus, er galon dreist holl, met ivez er c'higennoù, en nervreizhiad, en treizher, er c'hreuz, er c'hargadenn, en arzoù, er felc'h, h.a. ; alies e vez tizhet ar c'hroc'hen, e rezh krugennoù bihan hanterbellennek koarvanek en dro d'an igorennoù (en dremm pergen), livegadur ar gouzoug, ensiladur an teod (teodusvent) ; anaez o tedreiñ d'ar marv a-benn un nebeut bloavezhioù dre falladur kalon pe fallezh (sl. amyloïdose).