Preder

Geriadur ar vezekniezh

Koller : épreuve de ∼Koller's testprouad g. Koller

Prouad amkanet da erc'hwiliañ arc'hwelerezh an avu dre vuzuliañ amzer Quick a-raok ha goude diounit vitamin K ; pa zistro un amzer Quick re hir d'ur werzhad reol goude ar sankadenn, e tezreer bezañs un negez enankañ pe sugañ ar vitamin K gant ur gouziviad bonan e avu ; hiraet e chom avat pa vir ur skorted avu a zanveziñ ar vitamin.

Kent War-lerc'h