1 Artroz ha boukadur ar skafeg (Gl. scaphoïde carpien) e dianlen arver ar benvegijinennoù dalc'het gant an dorn, evel an horzhataerioù (sl. maladie de Kienböck). 2 Bulzunegfo (Gl. scaphoïdite tarsienne), anaez ar vugale hag ar grennarded, naouus dre ul laur lemmoc'h diouzh an noz, koeñvadur ar parzhioù meizh, hag, ent skinourel, digresk ec'honad an askorn, anaez o pareañ dindan un nebeut mizioù ; dianav e arbenn. 3 Anaez anavezet dindan an anvadoù talpennfo kreiztroadel Köhler (Gl. épiphysite métatarsienne de Köhler) ha kleñved Freiberg, osteokondroz penn eil askorn ar c'hreiztroad o tizhout ar c'hrennardezed hag o tedreiñ gorrek d'ar pare. 4 Osteokondroz ar grennarded, o tizhout ar padelleg, hemañ oc'h anadiñ war ar skinlunioù e rezh dastammadoù direoliek, anaez o tedreiñ herrek etrezek ar pare.