Bugelvanegezh c'hanadel, angwe ar muzelloù bihan, enebrezh downvanek, a-wechoù kreoñegezh, a-geñver gant an dargemm etre ur fenotip benevel hag ur rev c'henrizhel gourevel.
NOTENN : Erlec'hiet eo bet an anvad Down('s) syndrome ouzh mongolism e 1965 gant ar WHO (World Health Organization) ; hiziv e kaver arveret ivez ar c'henster trisomy 21 hag, e galleg, an adanv deveret trisomique (21) ; da heul, ez eo bet erlec'hiet Br. azoniad Down (ha trizomiezh 21 ) ouzh mongolegezh ha trizomek 21 ouzh mongolek ; koulskoude e kendalc'h aozerion 'zo da arverañ deveradoù diwar mongol- e degouezhioù 'zo, da skouer pa reont gant Sz. mongoloid, Gl. mongoloïde ("o tennañ da azoniad Down") war zigarez ma chomfe boud o yezhoù da luniañ ur c'hevatal dereat d'an adanv-se ; o taveiñ da anvad kefridiel an azoniad, e kredan kinnig eno ar c'hevatal Br. downvanek.