Preder

Geriadur ar vezekniezh

kininekininekinin g.

Anvad rumm polipeptidoù 'zo dilaosket e plasma ar gwad diwar ur globulin enaozet en avu, ar c'hininogen, dindan wered ar c'hallikrein ; distrujet e vezont a-benn un nebeut eilennoù dre ar c'hininaz H (enzim amdreiñ) ; ober a reont d'ar c'higennoù levn argrezañ, d'an talmerennoù frankaat, d'ar c'horrwazhied heforshaat ha d'al leukokit emdizhañ, devoudañ un iswask hag ul laur ; an daou ginin pennañ eo ar bradikinin hag ar c'hallidin (sl.  kallicréine, P : substance ).

NOTENN : Evezh ! Un heñvelskriv ez eus da Br.  kinin a-dal da Gl.Sz.  quinine, Al.  Chinin.

Kent War-lerc'h