Askornvarvenn anlestek diandaraez al loareg (Gl. semi-lunaire) o tizhout an dud yaouank, naouus, ent klinikel, dre laurioù en arzorn, ent skinourel, dre un arvez direoliek ha douesaet an askorn ; unan eus he arbennoù eo al labour gant benvegijinennoù (horzhataer) (sl. maladie de Köhler).