Enzim polipeptidek bezant en ilgreiz, er gwagrennoù halviñ ha c'hwezparañ, e plasma ar gwad hag en troazh, o tisoc'h eus blivaat un diaraoger anniñvek, ar c'hallikreinogen ; en ilgreizfo lemm gwadliñvus, e tinod ar k. dre wered an tripsin hag e tilaosk daou bolipeptid all gwazhiedfrankaer ha iswaskeiat eveltañ, ar c'hallidin hag ar bradikinin, kiriek d'ar bleuz ; heuder ar k. zo ivez ezniñver an tripsin, ar c'himotripsin hag ar fibrinolizin (sl. bradykinine, fibrinolysine, kinine).