Kleñved broreuziadek en India hag er Reter Pellañ war emastenn en Diazad morkreizel, naouus dre un derzhienn direoliek, un avufelc'husvent, ul livrezh staenek a 'r c'hroc'hen, un amvad gant tuginad ar gwennrestrad, un azoniad dizenterek alies hag, a-wechoù, nozelennoù kroc'hen ; ent emdarzh, e tedro d'ar marv dindan un nebeut mizioù, daou vloaz d'ar muiañ ; kiriek dezhañ eo Leishmania donovani, protozoenn a gaver o paoteriñ er felc'h hag e mel an eskern ; hervez ar broezioù e vez ar mirvaoù anezhi ar c'hrignered, ar chas, al lern hag an denion o unan, an trezouger o vezañ Phlebotomus argentipes ; prederiet e vez dre an halioù stibiom hag ur foueastaler, an amfoterikin B.