Ervredañ a reer eus an ober kefredel kempleshañ, rekis evit emazasaat ouzh ar plegennoù, oc'h amplegañ poell, evezh, dassell, skiant ar werc'helezh, gouested da zezrannañ an unan hag an amgen ; en arvar e vez an ervredañ gant a) an dilerc'hegezh kefredel, b) an disleberadur kozhiadel, c) an drozveizegezh (ar “speredoù faos”), d) ar psikozioù (paranoia pergen) ha, dre vras, an ambrenoù ha direizhoù an neuzid.