(dezverkoù savelet gant T. Jones e 1942, azveret gant an American Heart Association e 1965) elfennoù eus deznaouiñ kleñved Bouillaud (hini anezho n'eo spesadel), renket etre dezverkoù muiek : liesarzfo, kalonfo, eritem gwalennek (Gl. érythème annulaire pe marginé), korea Sydenham, ozvennoù Meynet, ha dezverkoù leiek : terzhienn, arzostoù, uspad arroud PR ar c'halonvarrwezad, yaegezh prouadoù bevoniel an danijenn, usvec'h an antistreptolizinoù O, diagentoù personel remm lemm an arzoù ; dodet e vez an deznaou pa stader pe 2 d. muiek da nebeutañ, pe 1 d. muiek ha 2 d. leiek (sl. Bouillaud : maladie de ∼, cardiopathie rhumatismale, cardiopathie rhumatismale).