Preder

Geriadur ar vezekniezh

Job : syndromes de ∼Job's syndromesazoniadoù Job

(Anvad kinniget a-zave da stad vantrus an dudenn viblek) 1 Kevreted azoniad Zollinger-Ellison (angreizhoù koazhadel niverus hag adfeilhus, usteñv gwagrennoù ha glaourgenn ar c'hreuz o tec'han usvorc'h hag ustrenkegezh, yoc'hennoù an ilgreiz h.a.) gant un adenomatoz enborc'hadel liessez (gougorfenn, arskoedenn) ; al laurioù grizias ha kilvers diwasket gant ar glañvourion o deus talvezet e anv d'ar c'hleñved. 2 Fallezh o tizhout ur bugel, devoudet gant linadurioù yen liessez hag adfeilhus diwar stafilokok, kevret gant un ekzema henek, ur c'hroc'hen islivegadek ha blev rous ; da arbenn e c'houlakaer un negez hangaeel e raklen ezreolder ar granulokit neutrofil, iskimidrevnek, berr ganto ar borc'hañ enzimoù lizozomel hag histamin.

Kent War-lerc'h