O c'hoarvezout hep ma argemm ar mentoù, sk. : argrezañ k. ar c'hofigoù (Gl. contraction i. des ventricules), lankad kentañ eus ar sistol, etre serridigezh an trapigoù kentez-kofig ha digoridigezh an trapigoù kornloarek, ma kresk ar gwask er c'hofigoù hep ma argemm o ec'honad ; arlaoskiñ k. ar c'hofigoù (Gl. relaxation i. des ventricules), lankad kentañ eus deroù an diastol, etre serridigezh an trapigoù kornloarek ha digoridigezh an trapigoù kentez-kofig, ma tigresk ar gwask er c'hofigoù hep ma argemm o ec'honad.
NOTENN : Pa vez un ec'honad eus an egorad desellet, ez arverer an eil pe egile eus an daou heñvelster keitvent ha keidec'honad (Gl. isométrique hag isovolumétrique pe isovolumique).