Keñver etre molekul a zelunioù krai heñvel ; diforc'hiñ a reer : a) an i. soazel (Gl. i. de fonction), etre molekul a zelunioù divvent disheñvel, dezho steudadoù soazel kevarall, b) an i. savlec'hel (Gl. i. de position), etre molekul a un strolloù soazel, ar re-mañ stalet disheñvel, c) an i. frammadel (Gl. i. de structure), etre molekul dezho an un strolloù soazel ha digorvelloù skoultrennek kevarall, d) an i. ec'honel (Gl. i. géométrique), etre molekul a zelunioù divvent heñvel hag a zelunioù teirment disheñvel, e) an i. drec'hel (Gl. i. optique), anezhi un dro dibarek a 'n izomeriezh ec'honel, molekul an eil korf o vezañ skeudenn velezour molekul egile.
NOTENN : Hiroc'h war an izomeriezh a gaver e La-09 423-429.