Parder ar c'hremmusted er bevedeg etre tolzoù kevarall a 'r maguzennoù (protid, lipid, glukid) ; da skouer, pourchaset e vez 1kJ gant 0,062 g glukid pe protid ha gant 0,027 g lipid ; er Vezhurouriezh avat, ne zalc'her ket kont eus gremmusted krai ar maguzennoù pa goll ar re-mañ, dre benn ar bevelaat, ul lod eus o gremmusted (ar glukid 6 %, al lipid 14 %, ar protid 30 %), ken e solier war o gremmusted rik (a anver c'hoazh gwered dialuskel spesadel, sl. action dynamique spécifique des aliments) : ent werc'hek e vez rekis 0,066 g glukid, 0,072 g protid, 0,038 lipid evit lakaat 1 kJ e kerz ar c'hennevid ; a du 'rall, evit a sell saveladur an hanrenoù emvagañ ned eo ket keveskemmadus ar bouedoù, pep hini o vezañ diziouerus evit degas danvez dafar spesadel d'ar gwiadoù hag, e dibenn dezrann, evit derc'hel ar c'hempouez mezhurel (sl. déséquilibre alimentaire : syndrome du ∼, équi-libre nutritionnel, régime alimentaire, équi-libre nutritionnel, régime alimentaire).