A-zivout al lankad eus deroù an diastol kofigel ma tigresk ar gwask ha ma chom arstalek ec'honad ar gwad er c'hofigoù (sl. isovolumétrique).
NOTENN : Kudenn a save evit an aozerion gallek ha saoznek : al lankad desellet n'eo ket an deroù-diastol (Gl.Sz. protodiastole) en e bezh, met ar pred kentañ anezhañ, ken ne zave ket Sz. protodiastole ha protodiastolic d'an un ergeñverenn ; trap bet hepkoret gant lunierion an adanv Gl. isodiastolique, kurzhad diwar “rann eus an diastol ma chom ar c'hofigoù keidec'honad (Gl. isovolumétrique)”. Kredet 'm eus amprestañ an tun-se evit sevel an termen brezhonek.