Dazgwered e gorre ur sonnenn e diastok ul liñvenn : a) delen an ion diwar goust al liñvenn a reer anezhañ an amsunañ (sl. adsorption) ; eus an kez ion e reer an amolc'had (sl. eluat) ; b) deloc'h an ion diouzh ar gorre sonnel a anver an ec'hamsunañ (sl. désorption) ; amolc'her (Gl. éluant) pe dileizher (Gl. solvant) a reer eus al liñvenn hag amolc'hiñ (sl. élution) eus an deloc'h e unan ; ur roll bevedel bras zo gant hevelep eskemmoù ; a du 'rall, korvo a c'hounezer ganto evit dic'harvañ an dour, eleze leiaat ennañ tenor an ion kalkiom (Ca ++ ) dre erlec'hiañ outo ion natriom (Na + ) ; talvezout a ra ivez an eskemm ion el livnizhañ en arvez liñvel (Gl. chromatographie en phase liquide) evit disrannañ hag elfennañ ar meskadoù (sl. chromatographie).