Feur an iod en troazh, uheloc'h gant ar vazdoveion ; daou seurt prouad an iodtroazhvec'hiañ (Gl. test de l'i. provoquée) a vez embreget : 1) (Laroche) pa ensinkler iod dre ar wazhienn e vuia un troazhvec'h iod nebeutoc'h gant ar vazdoveion ; 2) (Trémolières ha Chéramy) an euvriñ eoul iodet a zelank un troazhvec'h iod pa vez reol feur al lipaz er sugoù koazhañ endra van aniodek an troazh en ezvezañs an enzim-se.