Preder

Geriadur ar vezekniezh

iodémieiodaemiaiodwadvec'h g.

Feur an iod er gwad, ent reol etre 4 hag 8 mg dre 100 mL plasma, a elfenner etre iod meinel pe iod anvevel (1 mg %) ha iod bevel ereet ouzh ar proteinoù pe iod proteek (PBI, Protein Bound Iodine) (4 da 8 mg %), ouzh e ober ur rann anhormonel (iodotirozinoù) hag ur rann hormonel, douhennadus dre ar butanol, pe iod hormonel (BEI, Butanol Extractive Iodine), o c'hoarvezout eus an tiroksin (T4) ereet ouzh ar protein (3 da 8 mg) hag, a feur leiek, T4 diere ha T3 ; er skoedisvorc'hegezh e vez isvec'hiek an iod proteek (< 3 mg) hag an iod hormonel (< 2 mg) ; er skoedusvorc'hegezh e vez usvec'hiek an iod proteek (> 9 mg) hag an an iod hormonel (> 8 mg).

Kent War-lerc'h