Preder

Geriadur ar vezekniezh

intradermoréactionintradermoreaction, intradermal testerwezh g. endermel, endermerwezh g., prouad g. endermel

Erwezh foel o tarvezout el lec'h eus ar c'hroc'hen ma voe ensinklet en derm ur boc'hed eus un danvezenn o werediñ evel un antigen (toksin, h.a.) gant hiniennoù 'zo ; graet da gentañ penn gant an tuberkulin hag al luetin, e talveze ar prouad da zinoiñ tizhadoù gant an dorzhellegezh pe ar sifiliz ; arveret e vez hiziv evit andalañ derez hangae ar c'houziviaded ouzh un niver toksinoù (difterek, tetanek, strepokokel h.a.) hag ouzh allergenoù diseurt kiriek da gleñvedoù 'zo (astma, h.a.).

Kent War-lerc'h