Anaez devoudet gant gwered ur pistri war ar bevedeg ; arbenn ar p. endeuat (Gl. i. endogène), unanbistriadur (Gl. auto-intoxication) pe toksikoz (Gl. toxicose) e vez danvezennoù paret e-barzh ar bevedeg pe gant hadennoù bev, pe gant ar bevedeg e unan (dilerc'hiadoù a 'r c'hennevid) ; en orin ar pistriadur ezdeuat (Gl. i. exogène) e vez pistrioù paret er-maez eus ar bevedeg ; p. dianat (Gl. i. inapparente) a reer eus ar pistriadurioù o chom pell amzer diazon (plomegezh, benzenegezh).