Dibenn nervel o tastum ar broudadoù o c'hoarvezout e diabarzh ar c'horf (endonfraouadoù, Gl. stimulations intéroceptives), eleze er c'higennoù hag er c'henvelloù (anunfraouadoù, Gl. stimulations proprioceptives) pe ebarzh ar flugez (flugezfraouadoù, Gl. stimulations viscéroceptives).
NOTENN : An diaester evit merat ar Vevedouriezh, en domani-mañ pergen, eo an amoug a rekiz ar sell ergorel digant roadennoù dangorel, alese an daouadoù termenoù o taveiñ d'an un devoud, evel Br. santout (nervenn santout), dezhañ ur c'hemeradur ergorel rik, ha Br. eraeziñ (eraeziñ gweledel), keal bevedourel a-c'haoliad war ergor ha dangor (hiroc'h a lennor war La-09 52-61, 275-285).