1 A-zivout bredklañvourion 'zo, klañvdiañ dre redi. 2 Bac'hañ dre zivizad barnerezhel pe politikel.
NOTENN : Abaoe 1990, e Frañs, ez eo bet dilezet an termen internement hag erlec'hiet outañ hospitalisation, placement ; tri seurt endredañ ez eus hiziv : 1) ar c'hlañvdiañ dieub (Gl. hospitalisation libre), ar gouziviad o c'houlenn e unan bezañ herberc'hiet en ur wazrann vredvezegel, 2) ar c'hlañvdiañ pe endredañ diwar goulenn un trede (Gl. hospitalisation pe placement à la demande d'un tiers), da heul testeni ur mezeg, 3) ar c'hlañvdiañ pe endredañ a-berzh kefridi (Gl. hospitalisation pe placement d'office), dre un diferad douget gant ar prefed diwar un testeni savet gant ur bredvezeg.