1 Padenn etre daou varr eus un derzhienn pe eus ur c'hleñved bennak (sl. cyclothymie, fièvre intermittente, paludisme). 2 Strafuilh en ur gorvez, anezhañ paouezioù (spanoù, Gl. interruptions, blocages) o tarvezout ent vareadek pe get etre kemalennoù reoliek, termen arveret da aroueziñ migorvezioù 'zo a 'r galon ; diforc'hiñ a reer a) ar wir s., astalioù hir pe hiroc'h en argrezadoù ar c'hofig diwar un tolc'had kentez-kofig, dibaotoc'h diwar un tolc'had god-kentez, b) ar vanspanaouegezh, argrezadoù ar c'hofig o vezañ re wan evit azlammat er poulz (sl. extrasystole).