Preder

Geriadur ar vezekniezh

interféron, IFNinterferon, IFNinterferon g., IFN

Glikoprotein bihan (tolz mol etre 15. ha 40.10³) paret prim e-barzh ar c'helligoù poreet gant ur viruz hag o skoilhañ ouzh an neridigezh anezhañ ; skignañ a ra er gwiadoù kefin ha goulankañ er c'helligoù anporeet borc'hidigezh ur protein all, an TIP (translation inhibitory protein), o vont da dolc'hañ enaoz an drenkenn nukleek er viruz ha, dre se, da herzel outañ a neriñ ; piaouel eo an i. d'ar spesad loenel poreet ha n'eo ket d'ar viruz poreer ; e-touez dec'hanerioù paridigezh an i. e kaver, ouzhpenn ar viruzoù, garvevion ha danvezennoù bevel naturel (endotoksinoù garvevel) pe kevanaozel ; en tu all d'e wered enepviruz, e c'hell an i. daskemmañ an erwezhioù hangaeel ha herzel ouzh ar c'helligoù reol pe hanweel a deñvañ (sarkom Kaposi, melanom yud, limfomoù pergen) ; hervez ar c'helligoù orin e tiforc'her an i. a rizh I, daou seurtad anezhañ, α (paret gant al leukokit), (paret gant al leukokit), β (paret gant ar fibroblast), hag an (paret gant ar fibroblast), hag an i. a rizh II pe i. γ , enaozet gant al limfokit T ; kitokinoù eo an interferonoù, nemet an interferon γ, a zo ul limfokin ; an holl seurtadoù interferon a fraoua ar c'helligoù K genidik (sl.  , a zo ul limfokin ; an holl seurtadoù interferon a fraoua ar c'helligoù K genidik (sl.  cellules tueuses naturelles, cytokine, lymphokine).

Kent War-lerc'h