Amaraezusted an insulin da reoliñ tremen ar glukoz er gwiadoù ha paridigezh ar glukoz gant an avu, ha pa ve anezhañ un insulin endeuat pe un insulin ezdeuat ensinklet d'ar c'houziviaded insulinrankus ; darnel pe hollel e vez, padennek, a-geñver gant un anaez daskerzhat, pe trebadek, dre benn falladur ar buzerioù ; alies e vez devoudet gant dispenn an insulin el lec'h m'en ensinkler pe dre berzh ar vezañs eus antikorfoù antiinsulin.