Hormon enepdiabet borc'het gant kelligoù β enezigoù Langerhans, e wered isvec'hiañ glukoz ar gwad, gwezhusaat danvezidigezh ar glukoz gant ar gwiadoù dre vuanaat an tremen anezhañ a-dreuz koc'henn ar gellig ; enaozet gant kelligoù an ilgreiz, ar proinsulin, 86 amindrenkenn ouzh e ober, a vez skejet e div rann, an insulin, ennañ 51 amindrenkenn dasparzhet etre daou zigorvell A ha B, hag ar peptid C, ennañ 31 amindrenkenn ; insulin ha peptid C a dremen er gwad ha dispennet e vezont, hemañ el lounezh, hennezh en avu ; emañ gwadvec'h reol an insulin etre 6 hag 26 mL/mL (pe etre 43 ha 187 pmol/l) ; er yac'hadurezh ez arverer insulinoù a orin denel unanenaozel (Gl. naturelle), allenaozel (Gl. hémisynthétique), oberiet dre amsaviñ un amindrenkenn en insulin ar moc'h, pe bevenaozel (Gl. biosynthétique), dewerc'het dre hilouriezh diwar-bouez Escherichia coli pe Saccharomyces cerevisiae ; el liaerezh, dre azdodiñ molekul diseurt d'an insulin e tanzeer insulinoù arzilerc'h (Gl. insulin protamin-zink) ; erfin, kevanaozet e vez enepdiabeteier kevelerioù an insulin (humalog, glargin, h.a.).