Preder

Geriadur ar vezekniezh

1 insuffisance pulmonaire 2 insuffisance pulmonaire ou respiratoire1 pulmonary (valve) insufficiency, pulmonary regurgitation 2 pulmonary insufficiency, respiratory failure1 skorted pe gousilhañ skeventel 2 skorted pe falladur skevent, falladur analadel

1 Andalc'h an trapig skeventel (TA valva trunci pulmonalis, PNA valvula semilunaris dextra) ha distro eus gwad an aortenn d'ar c'hofig kleiz hag, azianlen, skorted wadloc'honiel hemañ ; diseurt an arbennoù : enkalonennfo remmel pe vakteriel, mideñvoù, enrec'h an aortenn dreist holl. 2 Dic'halloud ar benvegad analadel da arzerc'hel gwaskoù reol an O₂ hag ar CO₂ er gwad talmerel, e dianlen a) iswentadur ar skevent (Gl.  hypoventilation pulmo-naire), hemañ o vezañ pe isaraezel (Gl.  restrictive) da heul leiadur ec'honad ar skevent (ambid ur skeventenn, glenad ar c'hrezoù), pe steviadel (Gl.  obstructive) diwar ur skoilh ouzh an enanalañ ha dreist holl ouzh an ec'hanalañ (bronkezfo henek stevius, astma, emfizem), b) daralladurioù kennenn al logigoù pe speur ar c'horrwazhied o tiaesaat an eskemmoù etre an aer hag ar gwad.

Kent War-lerc'h