Preder

Geriadur ar vezekniezh

insuffisance cardiaquecardiac insufficiency, heart failureskorted kalon, falladur g. kalon

Dic'halloud ar galon da vastañ da ezhommoù gwadloc'honiel ar bevedeg ; kevassavet pa vez arzalc'het an ec'hongas dre araezioù azasaat naturel pe yac'hadel, digevassavet pa na spir mui ar re-mañ en ur bazenn c'hrevusoc'h eus an dedro ; mar bez kevredet gant un azdalc'h dourhalel e reer kel eus falladur kalon darwazhel pe gouliñvel (Gl.  i. c. congestive pe oedémateuse) ; a) ent klinikel, ez erzerc'h dre un ustead kalon hag arouezioù dassav en argrec'h : trec'hwezh strivadel, gouliñv skevent evit ar s. k. kleiz, gouliñvoù trobarzhel, troazhisvorc'h hag avu kalonien evit ar s. k. dehou ; b) ent arbennel, evit ar s. k. kleiz : isvoll mintrek, uswask talmerel, naouedoù a 'n talmerennoù kuruner hag a 'n trapig aortek, skorted vintrek, naouedoù an enkalonenn, evit ar s. k. dehou : bronkezskeventadoù, enfreier skevent, naouedoù ganedigel 'zo a 'n enkalonenn, kalonnaouedoù kleiz digevassavet o tisoc'h neuze d'ar s. k. bloc'hel (Gl.  insuffisance cardiaque globale pe totale) ; c) lies gwikefre a zeskriver : pe un isvoll mintrek pe dribroudek en argrec'h o skoilhañ ouzh leuniadur ar c'hofig, pe un tevadur a 'n amgalonenn hag ur fennad (adiastol ar c'hofig dehou, sl.  péricardite constrictive, tamponnade), pe, aliesoc'h, ur s. k. sistotel pe misistol (Gl.  dys-systolie), eleze isargrezusted ar c'hofigoù.

Kent War-lerc'h