Rumm anaezioù o reuziañ e-barzh an tiadurioù ma tanzeer an aergelc'h : 1 Azoniad stadet er pezhioù ma vez reolet ar gwrezverk hag ar glebor, anezhañ sec'hded glaourgennoù ar gornsae, ar fri hag ar genoù, klopennadoù (azoniad an adeiladoù diyec'hedus ent strizh). 2 Seurtad skeventad hangaeel (Gl. pneumopathie immunologique) o tizhout an dud boas da enanalañ an uloc'h taolet en aergelc'h ar stavelloù hinaozet ma labouront. 3 Poreoù e dianlen an hadennoù strewet gant an afrennerioù, evel kleñved al legionerion (sl. maladie des légionnaires).