Dasparzh an nervennoù e-barzh un organ pe ur rannbarzh eus ar bevedeg, sk. : nervaouet emañ an dorn gant barroù eus an nervennoù a-helmo hag awerzhid.
NOTENN : Dav eo menegiñ an termen Al. Innervation (Br. ennervadur) bet arveret gant Freud en e labourioù kentañ evit aroueziñ amdroadur ar “gremm bred” e “gremm nervel” hag an dehentadur anezhañ etrezek al lodenn-mañ lodenn eus ar c'horf.