Danvezenn en araez da c'hevennañ entoadur an ion kalkiom er gwiennoù kaher rizennek ha levn ; dre berzh o gwered war ar c'haher kalon e tiounezed ar k. ouzh ar c'hevenkez, hiziv ez erskriver reoù anezho ouzh ar migorvez hag an uswask talmerel ; gant Aozadur Bed ar Yec'hed eo bet rummet ar k. etre ar k. diuzel (Gl. i. c. sélectifs), gwezhus war an ionganoù er galon hag er gwazhied (enepmigorvez hag enebuswask), hag ar k. andiuzel (Gl. i. c. non sélectifs), o werediñ war ar gwazhied trobarzhel dreist holl.