Ent klasel, teskad anadennoù erwezhiat ouzh un hegadenn en ur poent eus ar bevedeg, erzerc'h dre bevar azon : gwrez, laur, ruzder, koeñv (pevarzueg Celsius) ; despizet hiziv evel un argerzh hollek, er bevedeg a-bezh pe en ur rannbarzh anezhañ, oc'h erwezhiañ ouzh ur c'heuziad a natur gimiek, fizikel, bakteriel, viruzel, antigenel, naouus a) dre anadennoù gwazhiedloc'hadel (ruzder, gouliñv), neuze kelligel (erwezh al leukokit, tregenk), erfin gwiadel (paotañ ar fibroplast, kleizennañ), b) dre anadennoù hangaeel, hanteradoù kimiek (histamin, kininoù, h.a.), kitokinoù, bonadoù rez, klokaenn, prostaglandinoù, leukotrienoù ; war un dro, muiadur a 'n tizh gouzediñ, gwadusvec'h fibrinogen, h.a. ; lemm, goulemm pe henek e c'hell bezañ an danijenn ; ha hi erwezh difenn ar bevedeg, emañ en ervez da zedreiñ ezreol ha da zelankañ anaezioù a ranker diounit outo enepfoeier steroidel (EFS, kortikoidoù) pe ansteroidel (EFAS, aspirin, h.a.) (sl. anti-inflammatoire).
NOTENN : Arveret e vez ivez Br. fo evel lostger kevatal da Gl. -ite, Sz. -itis, sk. : empennfo, Gl . encéphalite, Sz. encephalitis.