Preder

Geriadur ar vezekniezh

infectioninfection1 poreañ 2 poreadur g., poread g.

1 A-zivout garvevion, enteiñ, neriñ ha devoudañ dizurzhioù e-barzh ur bevedeg. 2 Stad ur bevedeg aloubet gant garvevion (bakteri, viruz, foue, arvevad) en araez da neriñ ha da zec'han anadennoù kleñvedel (anafoù, erwezhioù hangaeel) ; pa na vez ket erzerc'hadoù klinikel e komzer eus poreadur enkelat (Gl.  infection occulte pe inapparente), eus poreadur diskelat (Gl.  infection patente) pa vez diouto ; pa vez garvevion bezant er bevedeg hep devoudañ ennañ strafuilh ebet, e reer eus ar gouziviad un douger yac'h (Gl.  porteur sain), ha n'eus ket anv ken eus poreadur, met eus dougerezh (Gl.  portage).

Kent War-lerc'h