Preder

Geriadur ar vezekniezh

infarctus du myocardemyocardial infarction or infarctangwazhiad ar c'haher kalon

Marvenn en un tachad eus ar c'haher kalon e diouer an eroueriañ, hogos bepred da heul tromboz ur gurunerenn, erzerc'h peurliesañ dre ur c'hevenkez grizias ha kilvers, daralladoù kalonvarrwezadel, gwadusvec'h enzimoù 'zo (CPK, MB, LDH, ASAT, mioglobin, miozin, troponinoù), daskemmadoù hanrannel eus argrezusted ar c'hofig kleiz, erzerc'h er stenwereañ ; hervez an dalmerenn steviet, an d. etre-kofigoù araok, an d. gelc'hplegek pe an d. guruner dehou, e stader tri lec'hiadur eus an a.k.k., a-getep : raogtilhennel, raogkostezel pe diadraoñ ; rouestladoù a zeskriver, er prantad lemm : skorted kalon, darvoudoù trombozenfraouel, fregadur speur pe kigennoù begennek ar galon, diwezhatoc'h : darvoll ar c'hofig.

Kent War-lerc'h