1 Delanvad gwarellel ur red tredan, da ventadoù dezhañ : derenvaez (UL -2 T, i. magnétique), douenvaez (IL -2 T, i. électrostatique), h.a. (sl. inducteur 1 ). 2 A-berzh un eginenn, delankañ diorren ha diforc'hekaat eginennoù all (sl. inducteur 2 ). 3 A-berzh ur c'henenn, heudiñ goudaverioù (sl. inducteur 3 ). 4 Lankad kentañ an dieraeziñ hollek, anezhañ enkouskiñ ar gouziviad dre un huneiad engwazhiennel pe dewentadel hag, e troioù 'zo, ur sankadenn gurar (sl. anesthésie générale, 3 hypnotique, inducteur 4 ).