Niver arveret da andalañ grevusted stad ur gouziviad darbennet en ur wazrann defraouerezh, ne vern pe arbenn e ve d'an entiadur anezhañ ; da savelañ an ditourenn e talc'her kont eus pouezded an ezreolderioù klinikel ha bevoniel : soliañ a reer war 34 arventenn dasparzhet etre 8 gennad (nervel, kalongwazhiedel, analadel, kreuzpervezel, lounezhel, kennevidel, gwadel ha poreel) ; pep stadadenn a rezhienner dre un notenn etre 0 ha 4 hervez derez an ezreolder ; an disoc'h a gevaraez andalañ riskl ar marv a-geñver gant an direizhoù stadet.