Preder

Geriadur ar vezekniezh

incompatibilité foetomaternellefetomaternal blood group incompatibilitydigempad g. krouell-mamm

Stad o tisoc'h eus ar vezañs e hemati ar grouell eus antigenoù ezvezant e hemati ar vamm ; pa dremen un nebeut ruzkelligoù eus ar grouell e-barzh gwad ar vamm, e tanze houmañ antikorfoù amredat en araez da dreuziñ an dorzhienn ha da zispenn hemati ar grouell douger an antigenoù ; hogos bepred ez eo ar re-mañ parzhiat er reizhiad Rhesus (peurliesañ an antigen Rho pe D) ; eus ar c'henniñv etre hemati ar grouell douger ar barenn Rh (Rh +) hag an antikorfoù antiRh eus gwadveiz ar vamm e tinaou ) hag an antikorfoù antiRh eus gwadveiz ar vamm e tinaou kleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi (Gl.  maladie hémolytique du nouveau-né) hag a-wechoù marv ar grouell in utero ; un hent da zizarbenn an d. k. m. eo ensinklañ d'ar vamm gammaglobulinoù antiRh (pe antiD) evit dispenn enni an hemati krouellel (sl.  iso-immunisation).

Kent War-lerc'h